selaou !

Na pa 'm boa klevet ar c'heleier
E ranke mont kuit va mestrez
Da vezhina d'an enezeier
Trielen ha Molenez.

Na pa 'm boa-me klevet ar c'heloù
E ranke mont kuit mintin mat
Kerkent ha ma save ar gouloù
E save an dour en va daoulagad.

Kar ar vuhez en enezennoù
'Zo ur vuhez trist ha kalet
Bemdez, bemnoz, e-kreiz ar poanioù
Ar vezhinaerien 'zo tud daonet.

En o bagoù abred diouzh ar mintin
E lakeont ar c'herreg en noazh
Faoutet o daouarn gant ar c'hilhotin
Ha torret o c'hein gant ar c'hravazh.

Ar beleg kozh er gador a lavar
Ez eus un doue war ar mor
Hag un doue all war an douar
Evit ar re a chom er goudor.

An hini en deus bet savet ar ganaouenn
En deus bet klevet alies
Kerent, mignoned hag amezeien
O kontañ buhez an enezenn.

E dad-kozh en deus bet graet ar vicher
O troc'hañ an tali moan
A-hed e vuhez war ar reier
Etre ar C'horrejoù ha Kerlouan.