1) Prenet he deus Goulwena 9 c'hartenn-bost. Un timbr a zo da vezañ peget war pep kartenn.
Met n'eus nemet 3 zimbr ganti.

Pet timbr a vank dezhi ?

2) Oc'h ober e varc'had eo bet an aotroù Floc'h.
18€ a zo bet dispignet gantañ er stal-ispiri ha 10€ e ti ar c'higer.

Pegement a zo bet dispignet gantañ en holl ?

3) 3€ eo priz un dabletenn chokolad.
Prenet ez eus bet 4 zabletenn gant an itron Benead.

Pegement he deus paeet ?

4) En ur park-kirri ez eus 6 renkennad 10plas pep hini.

Pet plas a zo er park-kirri-mañ ?

5) N'eus nemet pezhioù 2€ e pod-espern Malo.
8€ en deus en holl.

Pet pezh 2€ en deus ?

GERIAOUEG

prenañ : acheter
>prenet he deus : elle a acheté
kartenn-bost : carte-postale
bezañ peget : être collé
n'eus nemet ... ganti : il n'y a que ... avec elle
ober e varc'had : faire son marché, ses commissions
dispignañ : dépenser
stal-ispiri : épicerie
kiger (ar c'higer) : boucher ( le ~)
un dabltenn chokolad : une tablette de chocolat
ur renkennad : une rangée
pezhioù : des pièces
pod-espern : tirelire
pet : combien (quantité)
pegement : combien (quelle somme)